« Tachenn ar fromoù eo » : Lydie Quiviger a lak an dud da brederiañ en ur geginañ

Ouest France - 17/05
Atalieroù keginañ Lydie Quiviger, bet klañvdiourez e bredospital Montroulez, a lak an dud da brederiañ war o buhez, o familh hag o labour. Gant disoc’hoù dic’hortoz. Retrouvez une traduction complète à la fin de cet article du magazine « Bretons ».

Ma vijec’h ul legumaj, peseurt hini vijec’h ? Ur bourenn ? Ur garotezenn ? Ur gaolenn ? Sed aze ur goulenn dic’hortoz hag a lak an dud da c’hoarzhin. Savez e vez alies gant Lydie Quiviger e penn-kentañ hec’h atalieroù keginañ, Popote et moi. A-wezhioù e lak fotoioù war un daol hag e c’houlenn : « Penaos emañ kont ganeoc’h hiziv ? » Pep hini a respont gant ur foto disheñvel hervez e imor.

N’eo ket atalieroù keginañ boutin hag a vez kinniget gant ar vaouez a 47 vloaz, ar c’hontrol-mik eo zoken. « Ne roan reolenn ebet. Pa vez goulennet « Petra vo fardet hiziv ? » e respontan « Deoc’h da lavar din ! Gwelet vo ! » hag an dud a chom bout alies. » Ur wech lañset e vez roet ganti ur rekipe souezhus : « Ar sitroñs pennfollet », « Aet eo ar vananezenn da foetañ bro », « Ar radiz mod rock’n’roll »… Toud se gant legumaj eus ar vro, a cheñch hervez mare ar bloaz. Gant an ijin e teu kizelloù savet dindan div eurvezh : tammoù bananezenn droc’het, tomatez warni ha sitroñs en he c’hichen ha kroc’hen ar vananezenn en un asied all, un disheolier bihan hag ur vleunienn blantet enni. « Fall e vez ar boued a-wezhioù met e-mod-se emañ ! », eme Lydie Quiviger en ur c’hoarzhin.

Lenn ivez : « Pep hini en deus e f...
[Courte citation de 8% de l'article original]

Loading...