Eric Le Corre a ro un dremm d’ar re varv er brezel

Ouest France - 18/01
Eric Le Corre en deus labouret war istor pep den a vez kavet war monumant ar re varv e Lokmaria-Plouzane, e-tal Brest, en ur vodañ fotoioù, lizhiri ha testenioù war ul lec’hienn internet. Retrouvez une traduction en français à la fin de cet article du magazine « Bretons ».

N’eus netra tristoc’h eget monumantoù ar re varv a gaver e pep parrez e Breizh hag e-lec’h all. Ul listennad anvioù, engravet er maen gris ha yen, disoñjet alies mat piv e oant, petra o deus bevet, perak int marvet. Koulskoude, pep hini anezho a zo bet ur mab pe ur verc’h, un tad pe ur breur. Bevet o deus trubuilhoù an amzer, daoust dezho. Ha bremañ p’eo echu ar brezel diwezhañ abaoe ouzhpenn 80 vloaz, e vez kollet o roudoù e memor an dud…

E Lokmaria-Plouzane, e-tal Brest, ez eus un 60 bennak a anvioù skrivet e lizherennoù alaouret war ar peul savet dirak an iliz, tud marvet er Brezel Bras pe en Eil Brezel Bed, siviled ha soudarded. Met ne oa ket Eric Le Corre evit gouzañv e vefe disoñjet an holl dud-se. « Ur monumant a zo graet evit adsoñjal er brezel, met evit enoriñ an dud ivez, ar re a zo o anv warnañ », emezañ, pouez-mouezh bro Leon war e vrezhoneg. « Bep bloaz e vez lidoù, met an dud ne ouiont tra bet war ar re a zo war ar monumant. Me gave din e oa dipitus… »

Lenn ivez : PORTFOLIO. Les histoires méconnues de la Seconde Guerre mondiale

Yves Coatanéa, bet lazhet er Meuse e 19...
[Courte citation de 8% de l'article original]
Loading...