« Aesoc’h eo kaozeal e brezhoneg » : Nolwenn Le Dissez, ortofonourez ar vrezhonegerien

Ouest France - 11/01
Ur c’hard eus klañvourien ar vaouez a-vicher, staliet abaoe 2023 en Erge-Vras, e Su Penn-ar-bed, a gomz brezhoneg. Ar yezh a servij dezhi da grouiñ liammoù disheñvel gant ar vugale. Retrouvez une traduction en français à la fin de cet article du magazine Bretons.

E brezhoneg hag e galleg eo skrivet plakenn vicherel Nolwenn Le Dissez : « Orthophoniste / Ortofonourez ». Lakaet hor boa un emgav da 3e goude merenn hag ur paotrig bihan a zeu maez gant an ortofonourez d’an eur rik. O c’hortoz er-maez eus ar savadur emañ e vamm. Goude bezañ bet kaozeet ganti e galleg ez a ar vaouez a-vicher, blev hir kistin dezhi ha lunedoù ruz ganti, e brezhoneg ganeomp diouzhtu : « Mat an traoù ? » En estaj kentañ e tigor an nor ha gwelet e vez diouzhtu eo divyezhek panelloù ar c’habined, rannet gant div ortofonourez a-vicher all. « Sal-c’hortoz », « Privezioù »… « Graet ’meus se ma-unan », emezi, azezet a-dreñv d’he burev. « Ma raktres ’oa labourat e brezhoneg. »

En ur zilojañ amañ e 2023, en Erge-Vras, e-kichen Kemper, he doa kroget e-barzh hep brudañ an traoù. E fin un emgav gant ur plac’hig he doa merzhet e oa chomet ur follenn war he lerc’h : « N’he doa ket lavaret e oa skoliataet en un hentenn dre soubidigezh. Lennet ’moa disoc’hoù e brezhoneg war ar follenn. Kaset ’moa ur vail o skrivañ e oa tu komz brezhoneg ganin ha laouen-tre e oa hi hag he familh. War-lerc’h ’oa bet kaozeet brezhoneg kenetrezomp ».

Lenn ivez : Maelc’hen Laviec, jubennourez : « A-wechoù eo aesoc’h din treiñ yezh ar sinoù en ur soñjal e brezhoneg »

« Diaesoc’h eo kaozeal ha skrivañ e galleg »

« Lies...
[Courte citation de 8% de l'article original]

Loading...