Ur gwir tourmant meteo ha personel war ar memes tro a vo diskoachet tamm-ha-tamm er c’hentañ podkast krouet a-ratozh kaer evit an dud deuet. Mai Lincoln, komedianez ha sevenerez Tourmant, a respont da c’houlennoù Ouest-France ha Bretons .
Ur « radio drama » a vez graet eus ho podkast nevez-embannet, Tourmant. Petra an diaoul eo an dra-se ?
Istor ar strollad c’hoariva Serr-Noz war un enezenn an hini eo. Aet eo ar gomedianed hag al leurenner di da c’hoari Ar Roue Lear, ur pezh-c’hoari deus ar skrivagner saoz William Shakespeare. A-daol-trumm ez a war washaat an amzer.
Un tourmant fizikel ha psikologel a vo bevet gant ar gomedianez Metig ha gant Felix, al leurenner. Tamm-ha-tamm e vo diskouezet ez eus liammoù kenetrezo met arabat lâr hiroc’h ! Ne vo ket diskoachet an istor en he fezh d’al lennerien.
E miz Ebrel 2025 oc’h bet ivez war un enezenn, Enez Eusa, evit enrollañ ar podkast-mañ. Un tamm ar memes tra ho peus bevet c’hwi ha skipailh Serr-Noz…
Ya, stanket ’oamp war un enezenn un tamm memes mod. C’hwezek ac’hanomp o deus labouret e-pad div sizhun evit krouiñ an heuliad-mañ. Tomaz Kloareg ha me hor boa rakskrivet an istor met skrivet eo bet asamble...
[Courte citation de 8% de l'article original]