War blasenn Santez-Anna e Roazhon eo bet lakaet an emgav gant Tanork, en davarn Ty Anna. O sellet ouzh an dud war an derrassenn e weler meur a hini gant blev hir. En em c’houlenn a reer ma zo Melaine Gautier, Eflam Castrec pe Morgann Lavaux e-touesk ar re se. Betek ma teufe Melaine Gautier e-unan, e vlev liv kistin staget dindan ur gasketenn anv ar strollad Obituary warni, davedomp. « Eus Bro-Florida int, ha levezon pennañ hor strollad int », eme ar soner gitar tredan ha kaner, oc’h evañ ur banne kafe.
Gant ar strollad-mañ e oa bet lañset an death metal. « Er rumm sonerezh-mañ ez eus ur bochad strolladoù disheñvel-mik an eil re ouzh ar re all, met dre vras ez eus luskoù fonnapl. Ar gitaroù hag an doare da stlakañ an daboulin sklaer ’z a buan-tre, ha kavet’vez ivez ur c’han saturet ha sonioù gitar distres », a zispleg ar soner.
Daoust ma ’z eo tost digomprenabl ar pozioù en deus ar strollad Tanork dibabet kanañ e brezhoneg, goude bezañ bet klasket ober an traoù e saozneg. ’Blam da betra, ma ne vez ket klevet gant an dud ? « Sevel a ran a-du », eme Velaine Gautier en ur vousc’hoarzhin. « Met poellek e oa evidomp. Komz a reomp gwelloc’h brezhoneg evit saozneg, rak hor yezh-vamm an hini eo, pe dost. »
Lenn ivez : ENTRETIEN. Denis Mo...
[Courte citation de 8% de l'article original]