Ur boue, ur wezenn palm hag ur poull bihan, boulloù plastek ennañ, a vez gwelet e mont-tre ti ar re gozh Persivien e Karaez, e Penn-ar-Bed. Paseet eo an hañv koulskoude. Cheñch-dicheñch eo an amzer, barradoù-glav a vez alies pa vez koumoul en oabl glas. A-benn ar sizhun a zeu e tegouezho an diskar-amzer hag o sevel kinkladurioù emañ ar retreidi er sal vras. Ur muzik sioul a vez klevet : notennoù piano ha draskerezh an tan, evel ma vije ur gwir siminal er sal ! « Vat a ra, rak evit darn vrasañ ar re gozh eo yen dezho », eme Solène Coroller Gourlay, skoazellerez hag animatourez en Ehpad abaoe c’hwec’h vloaz hanter. « Ha plijus eo sellet ouzh an tan ! Me ‘blij din. »
D’al lun 16 a viz Gwengolo e oa pevar lisead eus lise Diwan Karaez o tont di, ambrouget gant o c’helennerez, Katell Chantreau. « Tapit ur plankenn koad », emezi en ur reiñ unan da Jack, Zia, Maëva ha Loeiza. Ar pevar lisead a zo e kentañ klas, er vacho micherel Buheziñ, bugaleaj ha tud Kozh (BBTK). Abaoe warlene int stummet war ar vicher. Ar bloaz paseet o doa graet stajoù gant ar re yaouank kentoc’h, hag ar bloaz-mañ eo war-zu ar re gozh. Ar c’henlabour kentañ gant Ehpad Persivien, 5 munud war-droad eus al lise, an hini eo.
Ar sizhun a-raok int aet da atersiñ an div animatourez,...
[Courte citation de 8% de l'article original]