Louis Spinec : « Tud an Enez-Sun a blij dezho saveteiñ ar re all »

Ouest France - 07/09
Goude bezañ bet pesketour e morioù ar bed eo deuet Louis Spinec, a-orin deus an Enez-Sun, da brezidant SNSM Douarnenez. Découvrez une traduction en français à la fin de cet article proposé par le magazine « Bretons » et « Ouest-France ».

Goude bezañ bet pesketour e morioù ar bed eo deuet Louis Spinec, a-orin deus an Enez-Sun, da brezidant SNSM Douarnenez.

Lenn ivez : Pour le pêcheur Charles Braine, « il faut réapprendre à aimer la mer et ce qu’elle contient »

Pelec’h oc’h kresket ?

Me oa ganet war an Enez-Sun. Me ’m eus bevet du-se betek 5 pe 6 vloaz. Ha goude-se, pa veze vakañsoù, e vezen lakaet war ar vag da vont d’an Enez-Sun, e lec’h ma oa ar vamm-gozh pe an tad-kozh o c’hortoz ac’hanon. Hag e oa brav. Atav o c’hoari war an aod, gant den da veilhañ warnon, ha toud an dud memestra ! Lavaret e veze : an Enez-Sun a zo baradoz ar vugale hag ar chas. Aze ’m eus desket brezhoneg. Ma mamm-gozh a lavare : « Me oar prechañ galleg, met galleg tro an ti ! Pa yan er maez ne ouzon ket mui ». Mezh he doa. Ma zad ha ma zadoù-kozh a oa pesketourien.

Perak oc’h deuet da besketour ivez ?

Ha ! Se ’zo toud un istor. Me oa mat er skol ! Me zo bet betek ar bacho, littéraire mar plij. Goude-se on bet d’ar skol-veur, e Brest. Evit mont e-giz professeur. Met, da 22 vloaz em eus soñjet mat – evit ur wech – ne n’em welen ket prof, gant ur gravatenn, gant ur sakoch evit mont d’ar skol… Ha ’m eus laosket toud da gouezhañ.

Penaos eo bet resevet an dibab-se gant ho tud ?

Fall. Fall-tre. E-pad tri devezh ’m eus ket bet droad da zebriñ. Nann, tra. Pesketour oa ma zad, hag eo ur micher diaes a-walc’h. Fier ruz oa da gaout ur mab a yae da vont prof. Dalc’het ’m ...
[Courte citation de 8% de l'article original]

Loading...