PENNAD-KAOZ. Erwan Pipeg : « Levezon ar galleg zo war brezhoneg ar vugale, met normal eo »

Ouest France - 27/01
Diaes eo d’en em gompren etre ar re gozh hag ar re yaouank peogwir ne vez ket kaozeet memes mod, setu ar pezh a vez lavaret ingal. Ar sokioyezhoniour Erwan Pipeg, kelenner-enklasker e skol-veur Brest (UBO), zo aet da studiañ resis yezhoniezh brezhoneg ur c’hlas en ur skol publik divyezhek evit gouzout hag-eñ eo gwir pe gaou an dra-se en e levr nevez-embannet, « Quel breton parle-t-on à l’école ? » Découvrez une traduction en français à la fin de cet article du magazine « Bretons ».

Erwan Pipeg, kelenner-enklasker e skol-veur Brest (UBO), zo aet da studiañ resis yezhoniezh brezhoneg ur c’hlas en ur skol publik divyezhek. Quel breton parle-t-on à l’école ? a zo titl e levr nevez-embannet.

Lenn ivez : ENQUÊTE. La langue bretonne va-t-elle disparaître ?

« N’eo ket ar memes brezhoneg » a c’heller klevet pa vez kaozeet eus ar brezhoneg desket er skol. Petra zo kaoz ?

An dra-se zo ur vojenn a-gozh. En amzer dremenet e veze graet diforc’hoù etre ar brezhonegoù, àg ur barrez d’unan arall. Bremañ e vez klevet alies ne c’hellomp ket mui komz hag ur rummad d’unan arall.

Pezh ’meus klasket gober eo sklaeraat an traoù, kavout ur skeudenn hag a ziskouez evit gwir penaos e vez komzet e-barzh ur c’hlas, peseurt diforc’hioù zo tu da welet etre brezhoneg ur strollad bugale ha brezhoneg ar vro’lec’h emañ ar skol-se.

Peseurt mod ho peus graet ?

Klasket ’meus lakaat penaos emañ an traoù dirak an daoulagad : diskrivañ ur brezhoneg dre gomz da gentañ a-fed fonologiezh ma karit, peseurt diforc’hioù zo etre brezhoneg ar vro hag an hini klevet er skol-se.

Faut-il développer l’enseignement des langues régionales ?
Débattez !

A-fed yezhadur’meus klasket penaos e vez produet kemmadurioù, peseurt frazenn a vez produet a-fed urzh ar gerioù, penaos e vezont techet da gomz brezhoneg pe galleg hervez ar pezh’vez kontet gante e penn-kentañ hag ober un daolenn vras.

Lenn ivez : POLTRED. Tudi Crequer a skoulm liammoù etre ar brezhoneg a-vremañ hag hini e hendadoù

Lavaret e vez gant tud’zo e vez komzet ur brezhoneg gant stumm ar galleg er skol. Merzhet ho peus’se ?

Ya, sur a-walc’h ez eus levezon ar galleg àr brezhoneg ar vugale met an dra-se zo normal penegwir emaint gallegerien a-vihanik, neuze galleg eo o yezh kentañ ha marteze ne vez klevet yezh arall ebet’met ar galleg er gêr. Ar brezhoneg a vez klevet gante en o skol ha gant un den hepken.

Ne sinifi ket ivez e chomo ar plegoù fall, ma c’hellan termeniñ fall ar plegoù bet kemeret gante. Meur a wech a vez klevet ivez gant tud arived da 18, 20 vlez o deus chañjet o mod da gomz penegwir e kavent’oe gwel komz evel ar re gozh pe mod ar vro e-lec’h emaint o chom.

Moaien zo da cheñch ar plegoù-se ?

Ar c’hudennoù a vez kavet e brezhoneg a c’hell bout diskoulmet en ur labourat disheñvel ha marteze labourat muioc’h diwar-benn ar yezhadur. An dra-se zo diaes kar e brezhoneg n’eus ket bet james un hengoun kelenn.

Deuet eo dre Ziwan da gentañ penn er bloavezhioù 1970 ha war-lerc’h’barzh ar skolioù publik. En amzer-se e veze soñjet ne oa ket un dra vat kelenn yezhadur ha kavout reolennoù re strizh. An dra-se a c’hell bout un displegadenn evit kompren perak ne vez ket frammet kement-se brezhoneg ar vugale.

Lenn ivez : La première école en langue bretonne est née dans ce village du Nord-Finistère

Bremañ eo kentoc’h ur 100 000 den bennak a gomz brezhoneg.

Ar c’hembraeg zo deuet da vezañ ur meskaj a rannyezhoù da skouer. Hag ar memes tra a c’hoarvezh e Breizh ?

Ar pezh zo bet merzhet du-hont abaoe bloavezhioù’zo eo ez eus ur meskaj etre rannyezhoù kembraeg ar C’hreisteiz hag an Hanternoz. Gwelet e vez an dra-se e kazimant an holl yezhoù. Ar galleg ma vez komzet bremañ n’eo ket ar pezh’veze komzet a-raok.

Evit ar brezhoneg eo un tammig ar memes tra ivez met an troc’h zo kalz brasoc’h. Sur a-walc’h e vo traoù miret ha traoù arall’vo kollet met gant ma chomo bev ar y...
[Courte citation de 8% de l'article original]

Loading...