Petra’zo o c’hoari en neñv ? Setu maezioù Speied difretet gant un aveladenn taer hag ur barrad-glav trumm, daoust ma kendalc’h an heol da c’hoari koukou gant ar c’houmoul – perak ober un dibab pa’z eo posubl kaout amzer brav ha fall war un dro ?
E ti Bernez Tangi koulskoude e vez dreist holl klevet diskan fulennoù an tantad, o strakata en deñvalijenn. Leun eo goudor ar barzh gant ar sedeoù hag an taolennoù. Ur barzhoneg diechu a c’hortoz war an daol, e-kichen d’ur banne kafe. Amzer’zo. Goustadik e tibab an arzour a 75 vloaz, gwenn e voue ha gwer e stammenn gloan, ar gerioù just evit en em gontañ. Daoust d’e vouezh roc’hellus ha d’e zaoulagad lugernus, n’eo ket eñ un drouiz kelt, nag ur griot afrikan, met ur barzh.
Abaoe miz Mae 1968, evit bezañ resis, e skriv barzhoniezh. Sonioù da gentañ, evel Gwerz marv Jorj Jackson, kanet e 1972 pa oa eñ er strollad rock e brezhoneg Storlok. « Ne ran ket an diforc’h etre ar sonioù hag ar barzhonegoù skrivet war ar paper. Barzhoniezh gwechall a oa kanet. Eztaol fromoù gant ar vouezh, an dra-se a zo pouezus », eme ar c’haner, a ra kalzig lennadennoù hag a gendalc’h da seniñ er strollad Pempbiz.
Lenn ivez : POLTRED. Plouz & Foen, lamponed ar rap
« Un afer kizidigezh » eo evitañ ar barzhoniezh, « un doare da welet ar bed, da c’hoari gant ar gerioù, ar sonioù, da lavar traoù a n’hallez ket lavar mod all ». A-hed ar bloavezhioù en deus Bernez Tangi embannet meur a levr, en o zouez Rod an avelioù (2001), Ar Saouzanenn (2010), Dastumadeg an anaon (2018) pe c’hoazh An Arvest (2020).
E-kichen d’al livour, barzh ha kaner, er gegin, emañ skritellet ur pennad kazetenn titlet : « Vivre avec un hyperactif ». E wreg he deus en staget amañ, « evit farsal, peogwir e tremenan a-wechoù eurvezhioù en ur ober netra ! », a vousc’hoarzh Bernez Tangi. « Lâret e vez d’ar vugale eo mat bezañ enouet, peogwir e c’heller soñjal e-pad ar mare-se. Alies ez an d’an ostaleri, pe war an hent, hag hop, ur barzhoneg a zeu. N’eus lezenn ebet, kouez a ra warnout, n’ouzez ket perak, na penaos na netra. »
An awen a c’hell neuze dont dezhañ deus an natur, evel en e levr nevez embannet, Ar Ster hag ar Stered, pe en e glip Ma zamm kroc’hen n’eo ket da werzhañ, deuet er maez e 2023. Sorc’hennet eo ivez Bernez Tangi gant ar garantez, ar brezel, ar beajoù, ar fromoù, munudoù ar vuhez pemdez, pe c’hoazh mojennoù evel hini ar saouzanenn, ur geot a lak an dud a vale warni da dreiñ foll.
Lenn ivez : PORTRAIT. Xavier Grall, le barde intranquille de la Bretagne
Ar follentez a zo just a-walc’h un tem kreiz evitañ. « Ne vijen ket ket bet memes den ma mije ket anavezet ar follentez. An dra-se a zo ahel ma buhez », emezañ. « Adalek ma 20 vloaz on bet klañv, tremenet on alies en ospitalioù. Digoret’n eus dorioù din ha serret dorioù all. Pa’maout o c’houzañv follentez ne welez ket an traoù evel ar re all. Alies an dud a skriv barzhonegoù a zo nec’het gant an dra-se. »
Hi...
[Courte citation de 8% de l'article original]