PODKAST. « An dud ne gomprenont ket perak e komzomp ni brezhoneg o vevañ amañ er C’hebek »

Ouest France - 18/10
« Breizhiz er C’hanada », zo ar podkast a dreuz Meurvor Atlantel da gontañ deoc’h istor ar Vretoned divroet d’ar C’hanada, abaoe ar bloavezhioù 1950. Peseurt plas evit ur yezh evel ar brezhoneg er C’hanada ? Er pevare rann-mañ e eskemmomp gant ur familh hag a zalc’h gant ar brezhoneg abaoe pemp remziad. Retrouvez la traduction en français à la fin de cet article.

« Ma bugale ne gomzent ket ur ger galleg pa’z int erruet er skol-vamm da bemp bloaz… », a gont Gwen Konan gant ur mousc’hoarzh war he fenn. Seurt testeni ne vije ket ken souezhus e Breizh. Met er C’hebek avat e oa iskis evit skolaerez ur barrez vihan war ar maez. « Ar skolaerez a soñje dezhi e oan un tamm drol ha n’eo ket fentus, drol… », met n’eo ket soñjoù an dud tro-war-dro o dije lakaet Gwen da cheñch ali. E-pad 18 vloaz he deus paouezet da labourat evit deskin brezhoneg d’e bugale.

Selaouit ouzh ar stirad amañ dindan / Écoutez la série depuis le player ci-dessous :

Met ivez war moger podkastoù Ouest-France / Mais aussi sur le mur des podcasts

Pe dre an arloadoù podkast / Ou via les plateformes : Apple, Google, Spotify

« Ma merc’h Lena zo bremañ oc’h ober ar memes tra gant he bugale a zo 2 vloaz ha 6 miz », a lavar deomp Gwen Konan fier. Laouen eo ar vamm a familh o welet e kendalc’h ar yezh da vezañ treuzkaset. Koulskoude n’ez eus ket kalz a vrezhonegerien ken ...
[Courte citation de 8% de l'article original]

Loading...