« Ijinit’ta, bez e oa c’hoazh tiez e koad, pa’z omp erruet e Montréal ! », eme Ewen Konan. Er bloavezhioù 1950 e oa Montréal bihan c’hoazh, 1,3 milion a dud a oa o chom eno, hiziv ez eus ouzhpenn 4,3 milion. Ur c’hresk trumm en deus graet eus Montréal ur gêr liessevenadurel. Oc’h erruout eno oa ret d’ar Vretoned klask ul labour, ur skol, un ti. Ne oa ket anat atav met buan e resevent sikour digant Bretoned divroet en o raok.
« Oc’h erruout du-hont e oa kreiz ar bloavezh-skol, ne oa skol ebet prest da zegemer ar vugale », eme Jakez Konan, tad Ewen Konan. Met dre vurzhud e reas ar familh anaoudegezh gant ur beleg eus ur skol saoz hag oa bet o vakañsiñ e Ploumanac’h. Mod-se ez eas bugale ar familh Konan d’ar skol e saozneg. Dre ar c’hengred etre an divroidi e kavas ar Vretoned o flas tamm-ha-tamm, en ur gevredigezh disheñvel-mat diouzh o hini.
« D’ar c’houlz-se, an holl skolioù oa meret gant ar relijion hag e vije graet koraiz c’hoazh gant an dud ! », an dra-se en doa souezhet Ewen Konan. Betek ar bloavezhioù 1960 e chomas kreñv beli ar relijion betek ma troc’hfe ar Gebekiz gant an dra-se a-greiz-holl. Evit gouzout hiroc’h war an afer-se, ...
[Courte citation de 8% de l'article original]