PODKAST. « E 1952 e oan loc’het d’ar C’hanada gant ma familh »

Ouest France - 28/09
« Breizhiz er C’hanada », ar podkast a dreuz Meurvor Atlantel da gontañ deoc’h istor ar Vretoned divroet d’ar C’hanada, abaoe ar bloavezhioù 1950. Prest oc’h da lestrañ ? Er rann gentañ-mañ e reomp anaoudegezh gant Bretoned divroet e 1952 evit klask kompren petra en doa lakaet anezho da vont kuit. Retrouvez la traduction en français à la fin de cet article.

« Pa’z omp erruet e oa ar goañv ha ne welemp nemet koad hag erc’h… Ni da soñjal amañ eo Bro Siberia pe petra ? », sed amañ eñvorenn gentañ Ewen Konan er C’hanada. Sur ne oa ket boaz paotrig Perroz-Gireg da vont da gantreal ken pell diouzh ar gêr.

« Me zo ganet e Perroz ha ne oan morse aet pelloc’h evit Lannuon… Met se oa a-raok mont d’ar C’hanada evel-just », eme Ewen Konan. Istor Ewen zo hini kalz Bretoned, o doa kuitaet ar vro goude an Eil Brezel-bed, gant spi da gaout ur vuhez welloc’h du-hont. Er bloavezhioù 1950, Breizh zo paour, da adsevel ha ne’z eus labour ebet ken er vro evit ar re yaouank. Un diskoulm a chome neuze divroañ pe vefe da Bariz, da New-York pe da Vontréal. Lestromp neuze war ar vag e Cherbourg betek erruout er C’hanada.

Selaouit ouzh ar stira...
[Courte citation de 8% de l'article original]

Loading...